BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E fin ar bleiad e oa devezh european ar micherioù arz. Dorioù digor a oa un tamm e pep lec'h er vro da ziskwein ar micherioù-se. En Alre e oa digor an ti anvet « L'argonaute », ur c'holektif arzourion hag o deus en em dolpet er mem lec'h evit labourat. Tresourion, livourion, kizellerion, tennourion poltredoù pe podourion.. Lieseurt eo o micherioù hag o arzoù. Pedet e oa bet tud ouzhpenn ivez da ziskweiñ o arz. En o zouez, Nolwenn Petitbon, hag e vicher getañ a zo ober dantelezh get gwerzhidi. Adkroget eo en-dro d'ober dantelezh goude un ehan 10 vlez hag o soñj emañ kinnig kentelioù 'benn ar blez-mañ-za. Ar gazetennerez Yaelle Ar Mouel oe aet e darempred geti, selaouit an enrolladenn adal 25' ! Tonioù: - Dusty Hoffman, Son of a preacher man (Pulp Fiction) - Olli and the Bollywood orchestra, Race street - Bjork, Oceania - Massive Attack feat. Damon Albarn, Saturday come slow - Laz seniñ sinfonek Breizh & Annie Ebrel hag Hamon Martin - Ffran May & Joel Guena, Angylion - Hamon Martin, J'ai fait un rêve - Asgeir, King and Cross - Faya Gur, Pagan dub - Eleonore Fourniau, Keklik Gibi Kanad Suzmedim
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA