BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Skolajidi Diwan Gwened o deus tremenet o arnodenn skiantoù DNB (Brevet mar karit) e brezoneg, ha ne oa ket aotreet. Sañset e ouiimp hiriv petra 'vo reskont ar rektordi, pand eo chomt mut ar lec'h amprouenn mat ar Bak bet tremenet e brezhoneg get ur 15 lisead hag Diwan Karaez. Lors Landat n'oe respontet d'ar goulennoù savet dezhañ dre pellgomz, souten a ra ar skolajidi disuj. Selaouit an atersadenn da 15' Aet ar maout get skipailhad ar vretoned yaouank en tournamant mell-droiad gouezelleg dalc'het e bro Iwerzhon ar sizhun paset! Distroet omp àr an darvoud-sen, get Tangi An Ostiz, o ambrouger, selaouit an atersadenn da 38' Tonioù: - Wax Tailor, Positively Inclined - Youn Kamm ha Bagad Penn ar Bed, Ar vosenn - Nolwenn Korbell ha Soig Siberil, Glav - Krismenn, Huñvreoù Merglet - Loened Fall, An davarnizion - Barba Loutig, tamm teñvañ hag ar raktres nevez - Celia Cruz, La vida es un carnaval - Blues Brothers, Shake your tail feather - Soig Siberil, L'autre rive
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA