BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

40 vlez Diwan 'vez lidet un tamm e pep korn bro, hag e Plumergat e vo ur sapre fest benn disadorn. Eñvorennoù Riwal Kermarrec a vo klevet. Hirroc'h da glevout get Yaelle Ar mouel ha Reun Treger e fin an abadenn tro 38' Bochad tud o deus aon rak kleñved Lyme. Tapet 'vez en ur vezañ taget get teureug (tiques). Petra ober ? Ar reskont get Gael pedron, da 3' àr lec'h penn kentañ an abadenn. Un noziad a-zoare a vo benn disadorn e Sarhaw, aozet de lidañ 15 vlez ar strollad Plantec. Tizhet en doe Tomaz Laken Youn Roue, talabarder ar strollad Startijenn, an anav mat paotred Plantec, hag a vo aze benn disadorn ivez. An eskemm a zo de glevout tro 9' Penaos gouzout mard eo efedus ur sistem labour-douar ? En un geñverian an output get an input. Ur sell spisoc'h àr an traoù get Loeiz Belleg Ar Hentoù an Antroposenn ? Selaouit da 23' Kinnig a ran deoc'h selaouerion klevout ur gronikenn bet prientet get Tomaz, ar brezhoneg 'zo o tont war e giz. Istoer ar brezhoneg er c'hantved paset, selaouit da 28' Un dro-lavar a-zoare de grogiñ get an abadenn, a zo kinniget get Radio Kreiz Breizh. Tonioù : - Denez Prigent, Va Hent - El maout, Serrés comme des sardines
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA