BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Jean-Daniel Bourdonnay zo e-touezh ar wenanerien aet da Roazhon da gampiñ nepell eus ar Prefeti. Emaint e c'houlenn reskont ar Prefet : marv eo milionoù a wenan er vro a-gaoz d'an neo-nikotinoidoù. Lo hag ar wenanerien o deus kollet er blez-mañ tost 80% hag o ruskennoù. Dimeurzh 'oe degemeret ar gazetennerien ha gortozet ar prefed da 12e30. D'ar mare-se ne oa respont ebet a-berzh paotr ar stad evit poent, eme Jean-Daniel. Hiriv emaint e Pariz, met ur vanifestadeg de souten anezhe a vo da greisteiz e Kemper hiriv. Lakaet 'vez diaes an hentennoù divyezheg, hitiv emañ un deiz manifestadegoù e Breizh a-bezh evit goulenn e chomfemp staget doc'h ar sifroù. Ar mintin 'mañ setu ur focus àr skol vamm Ploue, galloud a rafe ur c'hlas àr 3 bout lemmet, met ar vugale « n'int ket sardined » aterset ez eus bet Enora De Parscau, selaouit adal 10' Ha da 8e15 e klevimp penaos emañ kont get ar wenanerion. Dji oe aet de gampiñ dirak prefeti Roehon, hiriv e vint e Pariz, spontet int get an nekotinoidoù ag a lazh o gwenan, reoù aneze o deus kollet ohpenn 80 % hag o gwenan, grevus kenañ eo an traoù. Un atersadenn graet get Laetitia Fitamant, selaouit adal 37' Da vare ar Redadeg em boe taolet ur sell àr ar raktresoù bet soutenet ar bloavezhioù paset. Hag e 2012, Dizale n'oe respontet d'ar galv raktresoù. Ar pal get Dizale oe krouiñ ur savenn (ur plate-forme mar karit) enlinenn, evit skignañ filmoù, teul-filmoù, heuliadoù e brezhoneg. Selaouit da 22' C'hui anav Geronimo ? Ur penn apach a oa, bevet er bevenn etre ar Meksik hag ar Stadoù Unanet, en naontekvet kantved. Er film-sen, Yellow Hawk a zo penn lakota, àr dachenn South Dakota hiriv an deiz. Yann-Klaod a gendalc'hay an istoer evidoc'h er gronikenn Sinema, da 26' Kinnig Izan Belz, Dasson an Ton a zo da glevout e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Coeff 4, Du vent dans les cordes - Tall Paul, Prayers in a Song - Ed Sheeran, I see Fire
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA