BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

« Degas ar sirk en ur lec'h ma n'eus ket sirk » "Quartier détourné" a zo anv an arvest a vo kensavet get Galapiat Sirk.  Ar gumpagnunezh a-vicher he deus en em staliet e-kreiz karter Bolumet. 350 a dud a zo é chom er c'harter-sen, e su Pondi. Setu ur rakres kaset da benn get sikour kêr Pondi, ar servijoù sokial ha servij ar sevenadur e Bro Pondi. Meur a emgav a zo bet lakaet. E miz Ebrel hag e miz Mae o doa izili ar gumpagnunezh tremenet ur sihuniad e-kreiz ar c'harter. E fin miz mezhewen e vo kenniget en ofisiel an arvest evit mat. Pedet eo an holl da gemer perzh, pe vehe dre skrid, dre sonerezh pe en ur zeskiñ ober sirk. Kinnig a reomp deoc'h selaou doc'h daou ezel ag ar gumpagnunezh Galapiat Sirk. Selaouit adal 33' en enrolladenn ! Klikit a-us. Ha gouzout a rit penaos e vehe ar vuhez hep ar loar ? Reskontoù a vo roet deoc'h tuchant, get an aotroù Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn ! Da 21' Ni laray hirroc'h a-ziar an depresion ivez. Petra eo ar c'hleñved se ? Hag-eñ emañ pouezhus krogiñ de gemer louzoù ? Penaos gober ? Ni grogay de reskont get Gael Pedron ar vedisinez, da 6' en abadenn. Desket e vo ur gêr nevez, a anavit sur mat met aze ez imp dont de c'houied petra 'sinifi Pouezh, er rubrikenn Gerioù ar vuhez. Da 10' Piv int, Les Cowboys Fringuants ? Setu un tamm displegadenn get Gael le Du, er gronikenn Tonioù Trips, selaouit da 26' Un dro lavar dibar, Teñzor ar brezhoneg komzet get RKB e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Laboratorium Piésni, Vecherai Rado - San Salvador, La Parole Errante - Les Comboys Fringuants (kronikenn Gael Le Du) - Magic Gavotte, Kendirvi - James Brown, Sex Machine
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA