BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E Mae 68 e voe micherourien ha studierien frañs er straedoù evit difenn menozhioù kevredigezhiel nevez, pe evit gwellaat o buhez labour. E penn ar Bed eo bet bev tre ar stourm ivez, lañset kerkent ar bloavezh 1967 gant ar baizanted. Korantin Peoc'h eñ a voe sindiket er CFDT 50 vloaz 'zo, o labouriñ evit ar stal Stad EDF. 28 bloaz voe eñ e 1968. 5 sizhunvezh 'n o padet o diskrog-labour etre mizioù Mae ha Mezheven. Un atersadenn kinniget get Tunvezh Wloeguen-Grandjean (Radio Kerne) selaouit adal 34'. Ur staj brezhoneg a zo aozet adal an dibenn-suhun 'mañ za, hentoù treuz ar yezh, get abrennigourion àr an taolioù-mouezh, ni peus laret hirroc'h àr-eeun, lakit ho anv mard oc'h intereset, evit ar sadorn 2 ha 30/06, 30 euro evit an daou zevezh. Kit e darempred get Maksim 06 15 19 77 75 mard och intereset ! Ha ma faotoc'h klevet hirroc'h, selaouit an abadenn da 9'. Adskignadenn ur c'hinnig Sinema get Yann-Klaod Ar Ruyet, In the Fade anv ar film, de selaou da 24' Adskigndenn hag Dasson an Ton get Izan Belz, skignet e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Cory Sezneg, Zanzibar - Faya Gur, Biniou radikal - I am a man of constant sorrow (O Brother)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA