BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar festival Fiskal Baz'arts a vo e Plañvour an dibenn-suhun 'mañ ! Krogiñ a ray benn digwener, evit 3 deiz gouel, ar blez 'mañ e vo enoret ar dreujenn-gaol. Pal ar gouel a zo lakaat war wel get plijadur sonerion ar vro. Erell Coupier a zo e skipailh an aozerion, un 60 den benneg a zo a youl-vat evit ar festival. Koulskoude, emañ Skipailh Fiskal Baz'arts o klask tud a youl-vat c'hoazh, ma faot deoc'h reiñ un tamm sikour kit e darempred gete. An holl titouroù a zo war lec'hienn facebook ar festival. Aozet eo ar festival Fiskal Baz'arts e Plañvour get sikour Emglev Bro An Oriant. Setu hi deus Yaelle klasket de c'houzout hirroc'h, bet oe bet de welet Ivonnig Merdy ar brezidantez. Displeget hi doe dezhi penaos eo diorroet Gouel Breizh. An div atersadenn a grog en enrolladenn a-us adal 36' Hag-eñ emañ un doare de lakaat an dud de lar pe d'ober traoù n'int ket gouest d'ober o-unan pa vezont « dihunet » ? Gouzout a reomp e vez implijet an hipnoz evit sikour d'an dud paraat ar sigaretenn, kousket pe bout treut, pe c'hoazh evit ar vugale de chom hep pisat er gwele de noz. Padal, penaos 'vez graet ? Ar reskont er gronikenn Yec'hed, get un arbennigourez àr an danvez, Gael Pedron, da 7' Ur gronikenn nevez a vo skignet adal bremañ beteg fin ar bleiad, hani ar stourmoù e Breizh a-c'houde an eil brezel bed. Prientet eo get Tomaz Laquaine (RKB). Selaouit Ar brezhoneg o tont war e giz. Yann-Ber Pirioù hag Erwan Evenoù hiriv, o kontañ ag kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank savet e 1956, selaouit ar gronikenn da 26' Ar Hentoù an Antroposenn hiriv e vo komzet ag konsekañs an touristelezh àr klimat ar blanedenn. Ur gronikenn kinniget get Loeiz Belleg, da 22' Tonioù : - Denez Prigent, Gavotenn - Yann-Fañch Kemener ha Didier Squiban, Duhont àr ar mane
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA