BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Hrewez lan a filmoù èl Matrix, I-Robot pe c'hoazh Terminator, an urzhiataerioù a zo o vont de lazhañ mab-den, benn un nebeut kantvedoù pe nebeutoc'h. De gas ar preder, setu Ar Hentoù an Antroposenn, kronikenn Loeiz Belleg. De selaou da 24' D'ar sadorn ha d'ar sul 21 ha 22 a viz Imbril e vo ar C'han ar Bobl. Hag er c'han ar bobl e vez kavet ha klevet livioù a Breizh a-bezh. An dud choejet de vont er gourfenn e Pondi, a rank kinnig un ton ag ar c'horn-bro lec'h ma vez ar filajoù pe ar sonadegoù. An atersadenn a zo de selaou adal 33' en enrolladenn a-us. An dibenn-suhun paseet ez eus bet kaset ur gaozadenn a-zivout an anvioù lec'h àr gwagennoù Radio bro gwened. Hag e mar a lec'h bremañ e vez roet anvioù galleg, a denn doc'h harozed an arme, harozed an istoer pe gwez kistin pe gwez elf. Penaos e c'heller displegañ hiriv an deiz ar choazioù 'mañ ? Evit Philippe Lanoë, choaz anv ur lec'h hep doujañ doc'h istoer an dud a oe e vevañ àr ar lec'h-sen a c'hell bout un doare de ziazeañ galloud. Setu ar gronikenn en deus kinniget e-pad an abadenn Sevenadurioù, selaouit da 16'30 Damp beteg Kanada bremañ, ha klevamp ur stil sonereh n'omp ket kustumm de glevet kalz àr gwagennù Radio Bro Gwened, estroc'h marsen evit IAM ! Setu tonioù Trips kronikenn Gael Le Du, LOUD da 8'30 Tonioù : - Boubacar Traore, Hona - LOUD (Tonioù Trips, a-us) - Berlin Philarmonic Orchestra, The blue Danube - Loened Fall, E kreiz ar mor - Sheila Jordan, Dat Dere
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA