BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

« mont 'rimp beteg penn », setu ar pezh bet embannet dec'h get Edouard Philippe àr e gount twitter. Distreiñ 'ray ar c'honikour Christophe Guillew a-zivout ar pezh bet diskleriet get ar c'hentañ ministr dimerc'her paseet e Matignon. Aketus oe bet Christophe Guillew doc'h ar gerioù choejet get ar c'hentañ ministr e Matignon, de zispleg penaos e vo adkempennet an traoù er vro. E teurel ur sell oute, Kristof en en deus  klasket mard e vehe kavet eztroc'h aveit gerioù en ar c'hinnigoù-se. Ar gronikenn Damp 'Soñj a vo kavet tro 11'30 en enrolladenn a-us. Estroc'h evit an euskadiz pe ar skosiz ez eus er bed, bochad pobloù ez eus tro-dro d'ar bed ha n'int ket anavezet kalz. Krogamp un droiad ag ar pobloù, kinniget get Benjamin Bouard, e South Carolina, hag e Georgia, er Stadoù-Unanet. Setu ar re Ghula, de glevout da 29' An istor, èl ma vez treuskaset a c'hell bout propaganda. Ha se 'zo afer ar stad. Selaouamp soñj ar c'hozh-noe 'barh Relegoù an Istoer, da 23' Sikouret eo ekomirdi sant Degan e Brec'h get klub « mécènes du patrimoine ». 25 000 euro a zo bet roet d'an ekomirdi da sevel a-nevez toenn un ti plouz en ur mod hengounel. Savet eo get plouz segal èl ma oa graet en amzer gwezhall. Bep blez e vez degemeret tud a-bep seurt hag ur bochad skolidi en o mesk. Chwajet int bet get ar c'hlub « mécènes du patrimoine » neuze hag a dolpa pennoù embregerezhioù Breizh a-bezh dedennet-braz get ar glad. Ar miz paseet e oa graet ar lid da siniñ an emglev, da zegemer an arganterion, ar chekenn ha da vizitiñ ar chantier. Àr ar lec'h e oa Yaelle ar Mouel é kompagnunezh Tony Le Saux, animatour en ekomirdi. An eskemm a zo de glevout adal 35' Tonioù : - Fakear, La lune rousse - Kool and the Gand, Get down on it - The Heartbeats, Africans must unite
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA