BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

N'eo ket ken aes-se n'em ziblasiñ war varc'h-houarn e bro C'hall, war a seblant. Evit ar wezh kentañ zo bet savet un doare enklask da c'houzout pegent aes eo mont war varc'h-houarn er c'hêrioù. War dri mizvezh, e fin ar bloavezh 2017, zo bet 113 000 zen o respont da ur goulaennaoueg evit reiñ o ali. Nebeut 'zo eo bet embannet an disoc'hoù gant ar FUB, Federasion Implijerien ar Velo, hag an eus savet an enklask. Dre vraz n'eo ket dreist ar plas a vez roet d'ar velo e ker ! Diwar an 316 kêr renket ha notennet gant an dud, 'n eus bet nemet 21 gêr gant un notenn a huz d'ar geidenn. Kêr Naoned memestra en em denn mat a-walc'h : e touezh ar c'hêrioù o kontañ muioc'h eget 200 000 annezad, emañ Naoned en eil plas, goude kêr Strasbourg. A hend-all, eo kêrioù Seson-Sevigne hag an Oriant a zo bet kavet voe an aesañ ober marc'h-houarn eno e Breizh. E Kemper n'eo ket ar memes istor. En em gavet eo gant un notenn a 2,7 war 6. E Kemper eo memes mod. Annaig Loizel a zo o chom hag o labourat e Kemper. Respontet he deus da c'houlennaoueg ar FUB. Emahi deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. (de selaou adal 32') Ar c'honsept 'zo mont de welet an dud ha goulenn gete petra 'blij dezhe kanal. Alies 'wal e vez kinniget kanaouennoù hengounel, hag a-wehadoù ivez e c'hellamp klevet traoù arall. Darempredet em eus get Levenez, ag a zo awenet get sonereh a-orin amerika, ganet da vare ar sklavet ag a laboure en dachennoù kotoñs. (17') Lod ac'hanoc'h a gav diaes em gavout er miem lec'h ma vez klevet an den-sen, lod arall a vourr gwelet e sketchoù, (lod ac'hanoc'h na anav ket anehon ivez) , ar paotr ag a lare « pour toi public » deus sevenet ur film, aet maez n'eus ket pell 'zo, Tout le Monde debout. Sañset eo bout fentus, interesus e vo de welet ? Gouiamp hirroc'h get Yann-Klaod ar Ruyet, er gronikenn Sinema (22') Tonioù : - Allegri Miserere, Dasson an TON get Izan Belz ( 2') - Plantec, Androïde - Smokey Joe & The Kid, The Monkey Song - Gwenno, Tir ha Mor
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA