BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Dilun paseet e oe un devezh fest e Malgueneg aozet get resf. Resf a zo ur rouedad de sikour an dud ag estrenn-vro e klask kaout paperioù de chom amañ. Réseau Education Sans Frontières pe Rouedad deskadureh hep harz, a ra àr-dro ar familhoù a zo e c'hortoz ur lojeiz de chom, pe c'hoazh ag a zo laosket o unan hep netra ar lec'h bout nachet o goulenn de chom er vro. Aozet ez eus bet neuze un deiz lid e penn kentañ ar suhun, get sonerion ha kompaniuniezhioù sirk, abadennoù e-leizh, de bodañ an dud ha degas un tammig arc'hant d'ar gevredigezh. Leuniet ez eus bet ar gaborell, pe ar chapiteau ma faotoc'h, get ar familhoù. Diorroet mat eo ar rouedad e Bro Frañs, hag ur strolladig ez eus ivez e Pondi. E-mesk an izili e kaver Aline Le Masson ha Sylvain Malgrange. An atersadenn a zo de selaou adal 30' en enrolladenn a-us. Ha ma fotoc'h kemer perzh get strollad Pondi: https://www.facebook.com/groups/1429115123768361/ Un dro-lavar get Marie-Laure Groix ha Yann Ber Guyader, Teñzor ar brehoneg komzet a zo bet skignet e penn kentañ an abadenn. Kendalc'homp get troiad an daolenn gimiek get Loeiz Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn, setu ar silisiom, ur gronikenn da 22'. Kentañ bleiad ar gouel Breizh au Gallo a vo adal digwener e Plewigner ! Triorezed, Blain-Leyzour, Carre Manchot pe Brou Hamon Quimbert a vo er vro an dibenn-suhun 'mañ. Aozet eo get ur strollad kanerion ag Plewigner, Plijadur Cante Noüs. Skipailh aozerion ar gouel az o deuet betek ar studio e Pondi de lakaat achanoc'h de c'houied hirroc'h a-zivout ar c'honsept, an ide ag a zo pas ken nevez mes digustumm a-wal evit Breizh Izel. Selaouit an atersadenn get Bruno Ar Berre ha Jo Morvan adal 8' de c'houzout hirroc'h. Tonioù : - Alt-J, Taro - Blain/Leyzour, Mazurka - Piero De Luca & Big Fat Mama, Silicon Valley Woman Blues - Tiken Jah Fakoly, Où aller, où - Tuuletar, Tuu Keraa
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA