BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Liv an Amzer

Liv an amzer - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Daou briz hi deus tapet Louise Fauveau-Sellin, evit he sonadeg telenn. Ar plac'h yaouank a zo e pwarvet klas e skolaj diwan Gwened. Aet oe pell betek bro Frañs de gemer perzh en ur genstrivadeg broadel kaset get skol-sonereh rannvroel Limoges. Pell 'zo he deus Louise kroget soniñ get an delenn. An hani geltiek e penn ketañ hag an hani glasel hiziv an deiz. Kentelioù e heulia e skol sonerezh Gwened. Aterset eo bet get Yaelle ar Mouel deus Radio Bro Gwened. (Adal 35') Ur wech bep miz e vez skignet un abadenn nevez, kaset get bugale ar skolioù divyezhek publik er mor bihan : Ar Big a Gan. Klevet e vo un atersadenn, pe oe bet ar vugale de welladenniñ kreizenn Amzer-Nevez e Plañvour. Du-sen o deus daremredet get Pevarlamm. Un tañvañ ag an abadenn a zo bet choejet evit Kornad ar Vugale (de selaou adal 9'30) Soñj ho peus ag an daolenn àr an elfennoù kimiek, ho peus sur mat studiet er skol ? Distroamp e penn kentañ ar grouadenn, ha damp betek kêr Swed Ytterby, get kompagnuniezh Loeiz Belleg, Ar hentoù an Antroposenn (26') Tonioù skignet en abadenn : - Oum, Nia (choejet get Izan Belz) - Alireza Ghorbani, Tanhayee Leila - Metronomy, The Look - Ogma, Rise
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA