BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Manuel Makron, ur broadelour boutin ?

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Sell aze anv ul levr nevez deuet er maez gant Ronan ar C'hoadig hag an ti-embann Yoran Embanner. Studiet en deus ar sokiologour ar prezegennoù bet graet gant prezidant ar Republik c'hall en tele e-pad ar bloavezh 2020, e-kreiz enkadenn ar C'hovid-19. Abaoe penn kentañ e brezidantelezh kentañ en deus bet embannet Manuel Makron bezañ enep krenn ar vroadelourien. Met ar pezh a glever o selaou aketus an diskourioù bet distaget gantañ e 2020 a lâr kentoc'h zo ur broadelour eus Makron, kontrol-kaer d'ar pezh a lâr ! N'eo ket e vroadelouriezh unan tomm-berv, eme Ronan ar C'hoadig, met n'eo ket ivez ur vroadelouriezh boutin ha dizañjer...
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA