BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Taol horzh war ar c'hontrajoù sikouret PEC

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Cheñchet eo ar reolennoù evit pezh a sell ar c'hontrajoù sikouret PEC. Kontrajoù anvet Parcours Emploi Compétences, sañset stummañ an dud ha sikour anezhe da vont ba bed al labour. Met ar c'helc'h-lizher embannet didrouz-kaer d'ar 7 a viz C'hwevrer zo un taol fall evit lod : berraet e vo ar c'hontrajoù PEC ha bihanaet ar feur-sikour. Ar feurioù uhelañ, betek 80 % eus ar SMIC ba takajoù diwar ar maez, zo bet lamet penn da benn... Meur a gevredigezh a zlefe bezañ lakaet diaes er mizioù da zont. E Ti ar Vro Landerne-Daoulaz emañ ar greizenn-dudi en arvar. Ha koulskoude e oa anvet ar bloaz-mañ evit prizioù dazont ar brezhoneg... Evit ar bed kevredigezhel ec'h achuo ar brezidantelezh-mañ ken fall ha ma oa kroget evel a zispleg deomp Tomaz Laken da gomañs.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA