BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

A l'occaz'... Ur stal nevez ba Rostrenn !

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

D'ar meurzh 19 a viz Ebrel, dindan an heol splann, oa bet graet un tamm lid ba Rostrenn da reiñ ton d'ur stal nevez digoret ba straed Verdun, ba'r ru moan evel 'vez graet dionti ! Daou zen, bep a embregerezh gante zo 'n em lakaet asambles a-benn digoriñ ar voutik, Fred gant Kreiz Breizh Records hag Anne gant Douar ha Marvailhoù... Pladennoù-du, levrioù, plantennoù, kalz a draoù da zizoloiñ bar stal, deus ar Meurzh d'ar Yaou... War mare kreisteiz, en deiz-se, e oa an dud en birvilh o selaou Karl Halby, bluesman ar vro, deuet da seniñ e-tal ar stal bet badezet « A l'occaz... ». Un digarez da gomz gant Anne ar Rouz, plac'h Douar ha Marvailhoù, a oa kontant-kaer o tegemer an dud ba he boutik nevez...
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA