BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn al Lun 14 a viz Meurzh

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

En abadenn e vo klevet un atersadenn hir diwar-benn Vivan Maier, ur fotografourez amerikan a zo bet mil vrudet goude he marv er bloavezhioù 2010. Un diskouezdeg diwar he fenn a zo e mirdi an Arzoù e Kemper ha Morgane Bramoulé a Radio Kerne a zo bet d'ober un tamm tro da atersiñ an heñchourez Annaig Loizel. Lodenn gentañ pennad-kaoz ar sizhun gant Jean-Paul Rolland, prezidant Mignoned Glad Gwengamp, diwar-benn Otel ar Moneiz deus mikro Tomaz Laken. Kronikennoù : Psikologiezh gant Clément Guillanton diwar-benn rol ar bredour, War Hentoù an Antroposen gant Loeiz Bellec diwar-benn al liamm etre an aristokratelezh hag ar skiant. Sonerezh : Mercedes Soza, Thom Yorke, La Chica, Pixvae
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA