BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn ar Merc'her 23 a viz C'hwevrer

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar 7 glac'har a zo anv levr Yann-Baol Rious. Tro 60 vlez zo e veze eñ kaset d'an Aljeri evit servij get an arme gall ha kloziñ ar brezel get dizalc'herion ar vro. "Merket e ruz" setu e gomzoù, evit lâret pegen kreñv eo chomet an eñvorennoù en e spered, fallaet get an traoù spontus en doe bevet annon. Deizioù skriv, peurlipat hag adlenn an destenn en doe tremenet get e gamaladed, muioc'h getoñ en enrolladenn a-us. A-houde pell e vez ag ar jiboés er vro, bet oa bet Tomaz Laken (RKB) da welet tud e Tremargat evit komz gete ha bout o soñjoù hag o skiant-prenet. Job Jegou & Dorig Ar C'hras a zo an dud pedet a-hed ar suhun-mañ, da glevet ivez en abadenn-mañ. Selaouit ivez doc'h Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean, ha kronikennoù Brezhoweb get Florent Grouin karget ag ar broduiñ, & Karront Sant-Jakez get Dominique Merrien, ur gronikenn get Benjamin Bouard (Radio Kerne).
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA