BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn al Lun 07 a viz C'hwevrer

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

En abadenn e vo klevet un atersadenn gant Gi Yonkour, vetriner 'ba Kallag. Kontañ 'ra penaos 'n eus staliet peadra e liorzh ar c'henskoazel 'ba Kallag evit degemer loened ha laboused mat evit ar jardin. Klevet 'vo ivez tamm kentañ pennad-kaoz ar sizhun, d'ar yaou 10 a viz C'hwevrer e vo un emvod etre ar c'hevredigezhioù a zegemer tud yaouank dibaper hag an departamant evit kaozeal deus ar c'henlabour a zo moaien da lakaat e plas : en abadenn-mañ setu ul lodenn diwar-benn 'pezh a vez goulennet gant ar re yaouank dibaper evit prouiñ int minored, gant Maïwenn Salomon ha Gwilhom Bricaud e anv ar gevredigezh Kengred a zegemer tud yaouank. Kronikoù boaz : Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann gant an eil lodenn diwar-benn gwallgas medisined ar merc'hed, gant Anne Koadig. Kronikenn 2 vunutenn 'vit kompren gant Morgane Bramoulé a Radio Gerne diwar-benn al latar, ha War hentoù an Antroposen gant Loeiz Belleg diwar-benn ar c'hanaouennoù bet skrivet diwar-benn an nukleel. Sonerezh : Gabi Hartmann, Egin, Kerden an avel, Rachid Taha, El Khat
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA