BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn ar Yaou 27 a viz Genver

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Un devezh harz-labour ha manifestadegoù eo ar Yaou-mañ, àr galv sindikadoù CGT Solidaires, Snes FSU, Force Ouvrière hag aozadurioù arall, èl USB: Unvaniezh Studierion Breizh. Garan Lintanf, e Master istoer e Roazhon 2 en doa displeget penaos eo stad an traoù evit ar studierion & studierezed, kounaret darv anehe goude ur seurt emzalc'h a-berzh ministrez ar yec'hed Frédérique Vidal, ha frazennoù taer prezidant ar republik Emmanuel Macron (d'an 13 a viz Genver). Kenderc'hel a ra ivez kontadenn Carmen Le Bris tro-dro d'he skiant-prenet tapet e manezioù ar Ladakh, pa oe e studial teknikoù labour an desaverionezed loened (kivri & yaked) enno. Adkavout a rahet ivez kronikennoù yec'hed get Gael Pedron tro-dro ar mukovisidoz, ur lared a sirkoñstañs get Yann-Ber Guyader (doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB) ha kronikenn ar pobloù kaset get Benjamin Bouard & Tunvezh Wloieguen Grandjean (Radio Kerne).
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA