BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn ar Merc'her 19 a viz Genver

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

On the Road get Jack Kerouac a zo milvrudet, un oberenn arouezius ivez evit ar Bat Generation. Deuet eo 'maez an droidigezh e brezhoneg e fin ar blez paset, Christian Braz an troer en doe displeget hirroc'h a-ziàr e labour doc'h mikro Tomaz Laken (RKB) Beajour oe Jack Kerouac, mignon get Youenn Gwernig ivez, ha Carmen Le Bris a zo beajourez ivez, douetañs ebet àr an dra-se. Bet e oa bet da studiiñ an desaverion loened e broioù disheñval er bed, hiriv e vo klevet hirroc'h a-ziàr he skiant-prenet e Ladakh. Kronikennoù Karront Sant-Jakez ha Brezhoweb a zo bet klevet ivez, tro-dro da eil koulzad Flapakarr a zo bet filmet ar sizhun paset.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA