BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pennad-kaoz ar sizhun : un uzin eoged e Plouizi

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Votet eo bet gant Gwengamp Pempoull Kumuniezh kumunioù gwerzhañ un dachenn artizanel da Smart Salmon, un embregerezh yaouank a vro Norvej, a-benn sevel un uzin eoged. 2 million a eoged a vefe 'ba bailhoù 15 metrad uhelder a-benn produiñ 10 000 tonenn eoged bep bloaz. Dispign a rafent 600 metred kub dour hervezo hag an dour lous a vefe implijet da c'houde evit tier-gwer savet war blas ivez. Kristen Bodros, ezel deus ar c'honfederasion peizanted ha Jean Brichet, deuet da vanifestiñ d'ar 17 a viz Gwengolo a gont hirorc'h deomp.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA