BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Ar maouezed e bed ar politik: bresk eo c'hoazh

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

#MeTooPolitique a zo krog e-kerz an diskar-amzer, ur seurt luskad kommañset get embann diaesamantoù ur bochad maouezed e-mesk bed ar stourm hag ar politik. Ar suhun-mañ e roomp ar gaoz da 5 maouez o deus ur sell a-ziàr o flas e bed am emsav & ar politik: Lena Louarn a zo bet kuzulierez Rannvro e-kerz 10 vlez, distroet eo àr ar pezh he deus bevet ha gwelet e-kerz ar bleadoù-se hag he buhez stourm evit ar yezh. Asambl geti e vo klevet Laure Boussard, kuzulierez e ti-kêr Karaez evit an tu enep; Tifenn Siret, kuzulierez-kêr b'An Henbont hag ezelez an UDB; Stephanie Stoll, kuzulierez rannvro a-houde un nebeut miziadoù ha prezidantez-bet Diwan etre 2015 ha 2021. Anne Coadig he doa labouret àr plas ar maouezed en Emsav e-kerz he studioù, titouroù ouzhpenn roet get he sell hollekoc'h tro-dro plas ar maouezed er vuhez foran dre vras. Ur sujed kinniget deoc'h get Yuna Cojean.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA