BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn ar Gwener 3 a viz An Azvent

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Daou soñj a rahet moarhat goude bout bet klevet disoc'hoù enklask ar SELL (sindikat embannerion ar meziant hag an dudi). Tost an hanter ag ar gamerion (an dud a ta get c'hoarioù video) a zo gamerezed e gwirionez! Ha n'eo ket tout. Muioc'h en atersadenn kaset get Yuna Cojean e kompagnuniezh gamerion Gwenvred ha Damien. Muioc'h de c'houied ivez b'an abadenn tro-dro d'ar luskad "Un ti da bep" hini a c'houlenn groñs ma vo lakaet e pleustr pezh a zo dleet evit doujiñ doc'h ar gwir d'en devout ur lojeiz dereat e Breizh. Muioc'h a-barh Pennad-kaoz ar suhun keniget get Tomaz Laken (RKB) get Nil Caouissin, kuzulier-rannvro UDB ha Gael Roblin, kuzulier-kêr e Gwengamp. Muioc'h a zo de glevet ivez a-ziàr romant Jorj Abherve-Gwegen, Morlenn (An Alarc'h Embannadurioù)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA