BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn al lun 29 a viz Du

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E miz Even eo deuet maez ur gelaouenn nevez flamm : Glaz hec'h anv. Glaz 'vel liv an natur, ha just a walc'h, 'bar gelaouenn e vez fotoioù ha tresadennoù deus an natur ha deus al loened deus ar re gaerañ. Gerard Gwenn en deus skrivet ur pennad diwar-benn an dour e eil niverenn ar gelaouenn. Pennad kentañ pennad kaoz ar sizhun gant Nil Kaouissin deus mikro Tomaz Laken evit kaozeal deus kudenn al lojeiz e Breizh, da c'houde an dibenn-sizhun manifestadegoù. Kronikenn War hentoù an Antroposen war ar beloioù elektrek hag ar gronikenn 2 vunutenn 'vit kompren war ar butun hag an alkol. Ha gant tout-se sonerezh strolladoù a dremeno en Transmusicales e Roazhon : Hey Djan (Armeni), Rodrigo Cuevas (Asturi) , Adrea Laszlo (Itali).
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA