BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

DIbenn-sizhun liested an natur e Kergrist Moeloù

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

An dibenn-sizhun-mañ e oa aozet week end al liested e Kergrist Moeloù gant ar gevredigezh Cicindèle. Ar gevredigezh-mañ a ra deskadurezh d'an endro abaoe muioc'h evit 20 vloaz, ha c'hoant en deus bet Ronan Mener, bet rener 'pad pell, degas dañvez preder d'an dud 'bar vro diwar-benn liested an natur. Atelieroù, taolioù krenn, c'hoarioù evit ar vugale, levrioù da werzhañ a oa kinniget d'an dud deus ar gwener betek ar sul, dezho da anavezout gwelloc'h an natur. Marie-Laure Groix, ezel deus ar gevredigezh a gont deomp pezh he deus bevet ha gwelet an dibenn-sun-mañ. Rolan Mogn en deus kinniget ur c'honfereñs diwar benn ar plant hud hag an doareoù poblel d'ober gante. Eñ 'zo bet kelenner war ar biologiezh hag ar brezhoneg. Ur wech bet displeget peseurt spesadoù lann a zo e Breizh ha penaos veze implijet an uhelvarr eo bet goulennet gantañ, gant tud ar publik, resisadurioù war plant-mañ-plant ha tro 'n eus bet da gontañ hirorc'h war plas ar brezhoneg 'ba skiantoù ar plant.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA