BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Aet eo priz Langleiz gant Fañch Peru !

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Bep bloaz e vez enoret gant priz Langleiz ur skrivagner pe ur skrivagnerez vrezhonek. D'an 19 a viz Gwengolo, e Lannuon, e oa bet roet ar priz da Fañch Peru, kement ha rentiñ enor d'ar skrivagner ha barzh ganet e 1940 e Ploubêr. Fañch Peru zo brudet abaoe ar bloazioù 1980 evel saver romanchoù ha kronikoù hervez doare ar vuhez pemdez e Bro-Dreger. Oberennoù skrivet en ur brezhoneg yac'h ha bev. Frañsez Favereau, embannet gantañ arlene tamm diwezhañ e "Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved", a gomz deomp deus oberennoù Fañch Peru.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA