BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

An DEM sonerezh hengounel e Bro-Dreger

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

An « DEM muzik hengounel », kinniget gant Skol vuzik Bro-Dreger, zo ur stummadur graet a-benn prientiñ un Diplom Studi war ar Sonerezh. Ha war ar sonerezh « trad' », ar sonerezh hengounel, aze. Marteze ho peus c'hoant d'ober ur c'hammed war-du ar vicher kaner.ez pe soner.ez, pe stummer.ez war ar sonerezh ? Marteze a-walc'h ho peus c'hoant da zeskiñ traoù, tanavaat ho skouarn, en em varrekaat war ar c'han pe en em varrekaat war ho penveg-sonerezh ? Setu ur stummadur graet evidoc'h neuze, sur ! Kaou Davay, kaner anveet ar strollad War-Sav a zo gant an DEM muzik hengounel-se just a-walc'h. Emañ gant e vloavezh-studi diwezhañ.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA