BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Merc'her 9 a viz An Azvent

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Daou zen meur 'zo aet da anaon Disul e Bro Gwened. Ar Breur Ernest Kerfourn, b'An Henbont, ha Simone de Bollardière e Gwidel. Anaveet oent evit bout stourmet evit gwirioù mab-den pe bout roet bod ha boued da tud divroet pe dre vras d'ar re o deus bet afer. Simone de Bolardière he doe stourmet evit Diwan, pe a-enep d'ar raktres kreizenn nukleel e Plogoff. Christian ar Meut a zo ezel ar gevredigezh Solidarité Exilés Hennebont, trist bras eo. 50 vlez 'zo oe bet lazhet kamaladez Louis Bocquenet, Odile. Kontiñ a ra en e levr nevez embannet La Passagère ar pezh a zo c'hoarvezet evitañ, àr lec'h he marv. Diazeet eo ar livr àr ar c'harnedoù bet skrivet getoñ a-hed e vuhez. Pennad-kaoz ar suhun, de glevet ag ar Lun d'ar Gwener.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA