BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Yaou 12 a viz Kalañ-Gouiañv

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Donemat b'an abadenn vitin! Setu an abadenn a-barh, ken broduet get RBG asambl get RKB. Distroet omp àr diskrog-labour ar gelennerionezed Dimeurzh 10/11, de glevet tro 20' en enrolladenn-mañ: disfi bras a zo er skolioù, skolajoù ha liseoù. Dibosubl eo lakaat e plas ar reolennoù gwarezin nevez er lec'hioù stank-se. Brein an ambians evit lod anezhe ivez de-heul lazhadeg ar c'helennour Samuel Patty. Doéré mat a zo de glevet ivez: deuit betag fin ar c'hantved paset get Fransez Favereau, komzet e vez ag an imor hag ar gonnar ruz mem, dre skrid ha dre gan. Ag ur spered flemmus anarkour get barzhed ha treserien ar gelaouennig Yod-kerc'h ivez. De glevet a-barh Pennad-kaoz ar suhun. Er prantad-man e vez tapet an dud get meur a glenved disheñval, en o zouez ar virus respiratoire syncytial a dap ar babigoù kentoc'h. Muioc'h a zisplegadennoù get ar medisin Alan Goulwen e fin an abadenn
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA