BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Elisapie: mouezh an inuked

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar ganourez Elisapie a zo deuet de vout un arouez evit Salluit he c'heriadenn. Salluit a zo lec'hiet e Nunavik, pell e Norzh Kanada, àr vord Bae Hudson. En ur lec'h n'heller ket kontiñ dre kilometradoù met dre euriadoù bleniañ, evit tizhout an dachad. Pe gober 7 euriad get ar c'harr-nij. Elisapie Isaac a zo mouezh an Inuited. Ar ganourez a lak he gerioù àr poanioù he fobl, ar bobl Inuit. Ha diwallit, « inuk » a vez graet ag 1 den, « inuit » evit meur a hani. Tremenet eo dre Breizh, aterset oa bet gant Enora Molac, eil-mouezhiet gant Jeanne Chevrel deus Radio Bro Gwened.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA