E 2009 an hini oa bet lañset ar gouel gant kumun Plouvagor, war digarez devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed. Evit ar bloaz e c'hoarvezo traoù war seizh parrouz deus kumuniezh-kumunioù Gwengamp-Pempoull. Betek ar 15 a viz Meurzh e vo diskweladegoù, filmoù, pezhioù-c'hoari, prezegennoù, sonerezh ha dañs ! Un toullad displegadennoù gant Monique Masson, eil-maerez e Louergad.