BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Kendalc'h ha Warl' Leur àr hent an eured

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Miliadoù a zañserion eh eus e Breizh, evit ar pezh a sell doc'h ar c'helc'hioù keltieg, korollerezh hag arvestoù aozet. 15 000 a dud a zo ezel deus Kendalc'h, 6 000 e Warl 'Leur. E penn ketañ, e 1950 e oe razh an dud e Kendalc'h, en o mesk Bodadeg ar Sonerion.l. E 1965, divizet get ur sammad mat ag an izili n'em zispartiañ ha krouiñ meur a kevredigezh, Warl 'Leur en o zouez. Warl 'Leur ha Kendalc'h a zo dispartiet a-c'houde 54 blez. Deuet eo an div gengevread de vout e koñkurañs : 2 kampion Breizh a zo. Ha 2 aozadur penn dor benn. Disul oa bodet izili an 2 strollad evit komz ag ur fuzion, n'em lakaat asamblez en-dro. Un darvoud dreist-ordinal oa aozet e Pondi disul paset. Ohpenn 250 den enno, tomm ha yen get an ide. A-du eo tud an 2 aozadur evit lâret e vez graet ar mem tra gete. Ar mizioù da zont e vo labouret start gete evit monet e-biou o ziforzhioù. Enora Molac deus RBG he doa komzet get Tristan Gloaguen, rener Warl' Leur, ha get Nadine Urvoas, preziadntez-kozh Kendalc'h.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA