BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn Ekstra ar Gwener 28 a viz Even

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Abadenn zewezhañ ar sezon eo, adkavit Tomaz hag Enora evit ur mitiniad joaius a-raok ar vakañsoù! Penaos 'ta gober ur c'hoktail a-zoare? Klaskit get ur sex on the beach, e-dan alioù Gwenolé Olivier (braserezh d'Istribilh). Da selaou e penn kentañ an abadenn, ur gronikenn kinniget get Ifig Kalvez ag Arvorig FM. Ar priourez Elen Mestr a gomz ag e vicher burzhudus, doc'h mikro Tomaz Laken selaouit tro dro da 40' Un alc'hwezig USB a c'hell liammañ ac'hanoc'h get ho familh hag ar jenerasionoù arall muioc'h evit ar pezh a soñjit! Selaouit doc'h displegadennoù Serj Falezan, da 20' Brezhoneg an Aven ha Belon a zo brav abominabl! Get Yannick Souffez e vo desket penaos vez graet an diferañs du-hont etre daou stumm deus an amzer-baseet. Peseurtmod 'vez lâret 'zo ur gronikenn kaset get benjamin Bouard (Radio Kerne) da 1e05 An abadenn Kreiz Mitin deus un animatourez nevez! Jeanne Chevrel he anv, muioc'h da c'houzout get brezhoneg groay tro 1e10 Tonioù: - Djelimady Tounkara, Ayebo - Celia Cruz, la vida es un carnaval - Altin Gün, Cemalim - Tame Impala, Disciples - Fela Kuti, ako - Rone, Brest
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA