N'eo ket prest an enrolladen c'hoazh!
Hiriv eh eus bet lakaet ar gaoz àr ar suhuniad program etrevroadel àr an embregerezhioù sokial, lec'h ma oa bet pedet tud yaouank a Vreizh de vonet ivez, Azenor Kallag -brezhoneg er Skol-Veur, Ismael Morvan ha Divi Alliot-Toupin Bak e brezhoneg, Florian Leduc -Kenstroll Breizh, ivez. Degemeret oent bet get tud ar gevredigezh ICPI (International Center for Peace and Integration) a laboura get ar re yaouank e Jeorji. Un 40 den benneg a Bologn, Katalunia, Liban, Moldova, Ejipt, Hongaria ha Jeorji a oe bodet er program Erasmus +. Muioc'h da c'houzout get Natali Kenkadze, kenurzhierez ar program evit ICPI, da 21'
Swing e Bro Dreger, heuliad ar sizhun da glevout da 41'
War benn ma glin e skrivan deoc'h, kronikenn Loeiz Herrieu (selaouit da 1e06), adkavit ivez Gerioù ar Vuhez get Herri 'Naod (da 7') ha 2 vunutenn evit komprenn get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne (37') hi 'laray petra eo ar yen.
Tonioù:
- Kerlaveo, Kerlaveo
- Lianne la Havas, Blood
- Jack Titlley & The Bizness, Patience in love
- Tea Girl & Cofee boy, Granit stomp
- Menguy - Berenguer, Spring Days
-Nâtah Big Band, Indigo