BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Gwener 22 a viz C'hwevrer

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Prosez ar brizonidi katalan a zo kroget e Madrid a-c'houde ar sizhun paset. Grevus tre eo ar pezh a vez rebechet dezho, àr lec'h bout aozet ar referendom dizalc'hiez e Katalunia. Un atersadenn da selaou get Maksim touzet, eil atebeg UDB Penn ar Bed, da 27' en enrolladenn a-us Ar sizhun 'mañ e vez lakaet ar gaoz àr RAOK, ar gengevredigezh da lakaat ar brezhoneg da vonet àr-raok e kornôg Kreiz Breizh. Selaouit doc'h Padrig Ferok ha Gwenan Stervinoù doc'h mikro Tomaz Laken, da 45' Setu un nebeut kinnigoù evit an dibenn-sizhun: ma faot deoc'h alejiñ chug orañj mam-gozh selaouit doc'h kronikenn Arvorig FM Hop Hop Hop (da 8') Les Invisibles, kinnig Sinema Yann-Klaod Ar Ruyet (38') ha Yoga (1e06) Tonioù: - Yann tiersen, Koad - Talec Noguet 4tet, Olala - A.WA, Mudbira - Hollie Cook, Survive - La Yegros, Sube La Presion
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA