BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Merc'her 21 a viz C'hwevrer

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Get diskâr an amprevaned er vro e za àr zigresk ar boblañs evned er vro ivez. Louzoù teuret forzh pegement a lak kempouezh sutil chadenn debriñ ar loened da fall. Kanañ a ra an evned c'hoazh, met disheñvel ar c'han evit ar pezh oe durant ar c'hantvedoù paset. Selaouit troiad-bale Gwenvael Delanoe, get Youn ar C'heur, paotr Breizh Bev entanet get an evned, tro 20' 'Vit an deizioù 'h omp 'ba Bro Kornôg Kreiz Breizh. Ar federasion pe ar gengevredigezh RAOK oa deut war wel e 2017 kement ha bodañ ar c'hevredigezhioù a gas an traoù war-raok war dachenn ar brezhoneg. Emvodoù niverus ha frouezhus oa bet a-hed ar bloaz 2018 gant an tri bodad labour lakaet e plas : war an ekonomiezh, war ar c'helenn ha war an darvoudoù. D'ar Sadorn 9 a viz C'hwevrer oa graet an emvod-meur diwezhañ. Padrig Feroc a vo klevet 'vit ar zun, hennezh zo implijet a-nevez gant Raok evit kas an traoù. Selaouit da 37' Gant Yann-Bêr Piriou e vefomp un tammig bihan c'hoazh e-barzh ar gronikenn « Ar Brezhoneg zo 'tont war e giz ». Hudu e vo lakaet ar gaoz gantañ diwar-benn traoù bet graet e Bro Dreger evit kas ar brezhoneg war-raok, hag e mesk an traoù-se e oa an nozvezhioù aozet gant ar strollad Beilhadeg Treger.Selaouit da 33' Guglielmo Marconi, ijinour ha fizikour ag an Itali n'eus kemeret perzh e kdizoloadenn ar benveg radio. Selaouit kronikenn Loeiz Belleg da 1e03 Anvet oc'h Gael? Setu un nebeut displegadennoù a-ziàr hoc'h anv get Serj Bozeg, da 6' Tonioù: - Beirut, Gallipoli - Jean-Charles Guichen, Breizh an Ankou - Charkha, Me a lâr - Dour Le Pottier 4tet, Ar gevier - Susheela Raman, Ye Meera Divanapan hai - Altin Gün, Goca Dünya - Parov Stelar, Catgroove
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA