BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Yaou 7 a viz C'hwevrer

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Hiriv oe bet lakaet ar gaoz àr an droiad tresadennoù-vev C'hwezh vat ar c'harotez hag Azur & Asmar, kaset get Daoulagad Breizh ha Dizale. Skignet e vezont un tammig e pep lec'h er bed ha pedet bugale ar skolioù divyezhek ha diwan d'o wellout. Selaouit doc'h an atersadenn tro 20' Jean Floc'h ar sonour akordeon en doe displeget doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB penaos e vez graet an tonioù etre an tonioù, selaouit da 47' Kronikenn Barzhaz nevez: Glenmor 'vez klevet, àr un enrolladenn bet graet e miz Even 1990 (tost 30 vlez 'zo) get RKB. Selaouit ar gronikenn kinniget get Tomaz, da 1e17 Ar skozeg a zo o vonet diàr-wèl. Muioc'h a zisplegadennoù 'vez roet get Benjamin Bouard ag Radio Kerne, da 12' Teñzor ar brezhoneg komzet, da 45' Tonioù: - Julie Fowlis, A phiuthrag 'sa piuthar - Ederlezi (kinniget get Emilia Bellezit) - Fleuves, Le fil - Lianne La Havas, Tokyo - Nicola Cruz, Colibria
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA