BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Meurzh 22 a viz Genver

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

"70 vloaz er c'hornôg" setu mand eo achiv troiad Gilles Servat e Breizh, kroget 3 blez 'zo. Frommet oe bet seniñ e Lokoal an dibenn-sizhun paset, muioc'h a zisplegadennoù a-ziàr e darempred get ar publik, hag e raktres nevez a zo da selaou da 11' Un hentad divyezhek nevez a vo digoret e Skolaj an Aeled Santel (Saints-Anges) e Pondi, get Dihun. Yann Verney ha Roland Martot ag Poellgor akademiezh ar gelennadurezh katolik (CAEC) a oa deuet beteg Pondi evit kinnig ar raktres, gint o doe displeget doc'h mikro Enora Molac e vo moarvat kroget benn miz Gwenholoñ, get un deg bugel benneg. Un emvod evit ar gerent intereset a vo an dibenn-sizhun 'mañ. Muioc'h a ditouroù da selaou da 19' en enrolladen a-us. Amel Barazer a zo bet aterset get stajidi Roudour, ar paotr n'oe fouetet bro e Ganaki, ha bremañ ema distroet e Breizh, get ur bochad raktresoù, en o zouez ar strollad Taouarh. Selaouit tro 36' Perak omp streviet get hor pellgomzerioù?! Ar reskont get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne da 1e04 Lizher an 19/08/1917 skrivet get Loeiz Herrieu kaset d'e wreg Loeiza, selaouit da 30' Tonioù: -Suden Aika, Lainehilla ft. Katariina Ai - Lunasa, January Snows - Taouarh, Tour - A Chumbawabba, (kinnig Tara) - Talec Noguet 4tet, En tu all d'ar mor bras (pladenn nevez) - Natah Big Band
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA