BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Dimeurzh 11 a viz An Azvent

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ti-Gwillioudiñ ospital Gwengamp: n'eo ket achiv ar stourm. Diasur eo an traoù c'hoazh. 4 miz 'zo oa bet laosket un tamm goursez gant ar prezidant Macron, àr-lec'h bout embannet ar youl da serriñ an ti. N'eus bet sinadur skrid bet da gadarnaat an diviz. Tomaz Laken ag RKB a oa aet d'ober un tamm tro beteg Gwengamp ha komzet en doa get Silvi ha Berc'hed. An div blac'h a labour en ti-gwillioudiñ a-c'houde 20 vlez, d'an nebeutañ. Muioc'h da selaou adal 40' en enrolladenn Ajab Gull a zo ag Afghanistan. Kuitaet en deus e bro aloubet get an talibaned, roet e roudoù-biz d'an Alamagn ha n'hell bremañ nemet goulenn repu er vro-se. An Alamagn n'oe nachet e chomehe du-se, hag Ajab n'oe achapet kuit beteg Breizh. Emañ o chom e Bro An Oriant, ha 3 gwech bep sizhun e rank monet da di an archerion. Benn nebeut e vo ret dezhañ distreiñ en Alamagn, lec'h ma vo sur mat kaset en-dro da Afghanistan. Muioc'h da glevout get Christian Ar Meut adal 1e10 setu ar liamm da adkavout ar petision: https://www.facebook.com/events/511155586053153/ Ar benn ma glin e skrivañ deoc'h, ar gronikenn get Jo Morvan ha Daniel Carre, ur lizher skrivet d'ar 17.08.1917 selaouit da 31' Hop Hop Hop, ur gronikenn àr an evajoù kinniget get Gwenolé Olivier hag Ifig Kalvez ag Arvorig FM, selaouit da 22' Perak n'hon eus ket a eñvorennoù a-raok 4 vlez? Ar reskont get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne da 1e02 Tonioù: - Skeeq, mandoline à Oberthur - Astrakan projekt, Gwerz Pedro - Tiny Feet, Mogerioù Mor - Kan ar Bed, A Vava Inouva - N'Diaz, Kloar
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA