BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Dilun 26 a viz Kalañ-Gouiañv

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar sizhun 'mañ e vo komzet ag yezh all Breizh, ar gallaoueg (galo). Jerom Bouthier, kenurzhier an Institut du Galo n'eus respontet da goulennoù Gwenvael Delanoe, lakaet ez eus bet ar gaoz àr disoc'hoù souezhus ar studi bet koumanantet get Rannvro Breizh à-zivoud yezhoù Breizh. Souezhus, peogwir hervezh ar sifroù e vez treuskaset muioc'h ar c'hallaoueg er familhoù eget ar brezhoneg. Selaouit da 37' Arvest a zo o paouezh embann e 5vet bladenn, Diliamm! Selaouit Yves Jego ha Yann Raoul, da 15' Setu muic'h da c'houzout a-zivoud an trolled/trollerion àr internet, e kronikenn Ar bed o treiñ graet get Laetitia Ftamant ag Radio Kerne, da 1e06 Ha petra ne rafec'h ket evit ho muiañ karet? Setu ur goulenn savet get Paskal Tabuteau, hag un tamm trash e c'hell bout ivez. Da 5' Ar re Vonfort (familh Montfort) n'eus kemeret ar galloud er 14vet kantved e Breizh. Ar gronikenn Relegoù an istor a zo da glevout da 31' Tonioù: - Charkha, Me a lâr I - Les ours du scorff, Les ours bulles - Arvest, Nozioù Diloar - Ôbrée Alie, L'Anel & Den léz vent - Menguy/Berenguer, Cailin na gruaige Baine - Plantec, Tennder
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA