BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Dilun 12 a viz Kalañ-Gouiañv

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Emañ sonerien ar C'hreiz Breizh Akademi o veajiñ evit deskiñ ar sonerezh mozel. Implij notennoù n'int ket tamperet, evel ma voe graet e Breizh gwechall, a zo pal Erik Marchand. N doare da seniñ hag a vez adkavet e sonerezh hengounel broioù ar Reter dre vraz. Evit-se vez pedet sonerien a vicher deus ar bed a-bezh da zont da gelenn evit studierien ar C'hBA. Met ur wezh e pad ar stummadur, hag a bad 2 vloavezh, e vez kinniget dezho mont d'an estren bro, evit dek devezh. Aksel Landeau a zo bet da Istanbul, e bro Durkia. Keloù n'eus roet deomp deus rummad 7 ar C'hreiz Breizh Akademi, deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. Selaouit an atersadenn da 17' Dec'h oa bet klozet Gouel Bro Plistin. D'echuiñ ar sizhunvezh gouel e oa kinniget d'an dud ober un dro er saloñs levrioù aozet bep bloaz gant ar gevredigezh Dañs Treger. Ar mintin-mañ omp asambles gant Riwanon Kervella e-kichen stand Kuzul ar Brezhoneg. Ouzh mikro Tomaz Laken, selaouit da 39' Bep lun e vez selaouet doc'h istorioù kaer Paskal Tabuteau, Karanti Karanti a zo ur gronikenn lan a frommoù brav, ha vat a ra. Hiriv, an heñvelreizhidi, da selaou da 7' Ar sizhun paset hon oe displeget penaos oe an traoù da vare Konan 4, duk Breizh en XIIvet kantved. Eñ n'oe bet ur plac'h. Constanza Breizh/Konstanza Pentevr. Dimezet oe bet get ur mab ag ar familh Plantagenet, Geoffroy e anv. Ar familh Plantagenet a teue ag Anjou. 3 mab a oa er familh-se : Richard Kalon Leon, Geoffroy dimezet get Constance Breizh, ha Yann, lezanvet Yann-hep-douar. Met setu, an 2 mab kentañ Richard ha Geoffroy, a oa marvet. Ar pezh a zo, o doa bet Constance ha Geoffroy ur mab, anvet Arzhur. Arzur a oa sañset bout duk Breizh ha roue bro saoz, de-heul Richard Kalon leon. Ha setu ar pezh a zo c'hoarvezet, selaouit da 33' ar gronikenn Relegoù an Istor. Istor digredabl ur paotr er Stadoù-Unanet bet toull-barzhet e-pad tost 30 vlez, hag a drese dachennoù golf, digablustet àr lec'h, a zo da selaou get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne en he gronikenn Ar bed o treiñ, da 1e08 Tonioù : -Gael Faye, Balade brésilienne ft. Flavia Coelho -Lily Allen, fuck you - KBA 6 - K Otix, World Reknown - Arvest, Nozioù Diloar - Natah Big Band
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA