BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Digwener 2 a viz Kalañ-Gouiañv

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Gouel Kalañ-gouiañv an zo un darvoud kozh a veze lidet gwerso get hon tadoù kozh ivez. Marsen e vehent un tammig sabatuet da welet petra eo deuet da vout an traoù, met ur seurt, plijus eo ivez. E Sant-Inan dimerc'her paset oe deuet an dud da lidañ ar fest, aozet eo bep blez get Atypik'asso. Selaouit doc'h an dud aterset du-sen, Mikael Derrien sonour er strollad Dañs ar Jaz ha Christophe Guilloux, arvestour, e penn-kentañ an abadenn ! Peseut mod 'vez lâret an traoù e Bro Bear ? Selaouit doc'h ar gronikenn, kaset get Tomaz Laken ag RKB da 15' hag ar lec'h e vo klevet ur gontadenn get Lucien minous, kavet àr lec'hienn Brezhoneg bro Vear, setu ar liamm: https://www.brezhonegbrovear.bzh/diellou.php Ur bladenn nevez a zo o tihan bout embannet get Gwennyn, New Andro. Selaouit doc'h an eskemm get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne da 25' en enrolladenn a-us A-benn kreiz miz Du e vo graet un tamm lid da enoriñ ar gourenerien lazhet er brezel bras hag an dud o doa bet graet c'hoarioù-nerzh e penn kentañ ar c'hantved diwezhañ hag a-raok. Un diskouezadeg a vo 'ba ti-kêr Bear. Moaien 'vo da welet anezhi 'pad un toullad sizhunioù. Un toullad displegadennoù ouzhpenn gant Serj Falezan, deus ar gevredigezh C'hoarioù Treger, klikit da 41' Ar sizhun 'mañ oc'h pedet d'ober anaoudegezh get ur strollad ag an 90s, ur strollad fest-noz anvet Skeud. Selaouit kinnig Izan Belz er gronikenn Dasson an Ton, da 37' Setu ur film n'eus plijet da Yann-Klaod ar Ruyet, tro-dro d'an dud a fell dehe cheñch korf da endevout ur plac'h pe ur paotr : Girl. Selaouit da 1e Tonioù : - Taouarh, Tour - Annie Ebrel ha Noluen Buhé, An dragon yaouank - Gwennyn, New Andro - Joan Baez, Diamonds and rust - Tame Impala, The moment
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA