BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Benn nebeut e vo embannet an enrolladenn Filaj an Hollsent a vo benn digwener e Rostrenn, aozet get ar fiselerezh. Plijadur 'vo! Selaouit doc'h atersadenn Tomaz Laken ag RKB, da 19' "Diskouezh" setu petra a vo displeget get Herri an Aod, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB hiriv, selaouit da 26' Anna, pe Mona, a oe vignonez d'ar c'houplad Herrieu. Er lizher skrivet d'ar 6 a viz Eost 1917 e lâre Loeiz d'e wreg ar pezh a soñj a-zivoud he choazioù amourous. Ar benn ma glin e skrivan deoc'h a zo ur rubrikenn kinniget get Daniel Carre, ar lizherioù a vez lennet get Jo Morvan. Selaouit da 42' D'ar sul 11 a viz kalañ-gouiañv (miz du) e vo lidet ar vretoned bet lazhet er brezel 14. Ar re a oe gourenerion pe ar re o doe graet c'hoarioù nerzh a-raok bout kaset àr an talbenn. Serj Falezan a zay e Bear (Bro Dreger) en deiz-se, selaouit he zisplegadennoù doc'h mikro Tomaz da 51' Perak hon eus roufennoù (rides, e galleg)? 2 vunutenn evit komprenn displegadennoù get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne, selaouit tro-dro da 1e14' P'hon eus afer netaat ar c'horf ez eus gwez talvoudus tre evit sikour, èl ar gwez-bezv (bouleau) selaouit doc'h kronikenn Hop Hop Hop! kaset get Arvorig FM da 32' Tonioù: - Zanmari Baré, In Sor - Teir, Ar gaezh paotred kaezh - Rio Mira, Adios Morena - Saodaj, Somin lamour - N'Diaz, Kloar
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA