BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

A benn fin ar sizhun e vo skipailh Breizh sachañ àr an tortis (pe sachañ àr ar gordenn) e Bourdell, evit kemer perzh er c'hampionad live frañs. Muioc'h a zisplegadennoù get paotr ar sizhun Serj Falezan, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB. Klikit àr 38' evit klevout. Ur marc'had un tammig ispisial a vo aozet evit Kalañ-Gouiañv (Halloween) benn dimeurzh e Benac'h. Selaouit doc'h displegadennoù Goulven Troadeg, unan a produerion ar marc'had, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB, da 23' Kronikenn Paskal Tabuteau Karanti Karanti a c'hellit selaou da 13' Relegoù an Istoer, sitkom ar re Vonfort hag ar Plantajenet da 32' Ar bed o treiñ get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne a zo da selaou ivez da 3'14 An evned (ar labousedà) setu tem ar bredegenn a vo enoazh b'An Alre, aozet get Kerlenn Sten Kidna, presantet e vo deoc'h ar loened-se get Patrig Drean. Selaouit da 5' evit klevout Tonioù: - Blain/Leyzour, Valse - Vilma Timonen Quartet, Ilman varjoja - Le Gall-Carré/Moac, Vals an mi - Adulfeiras de Salitre, Pasodobre de beo - Jacky Molard Quartet, Horo
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA