BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Loeiz Herrieu en doa skrivet ur bochad lizherioù d'e wreg Loeiza durant ar brezel bras. Ar lizherioù-se a zo bet gwarnet get o bugale ha dielfennet àr lec'h get Daniel Carre. Er rubrikenn Ar benn ma glin e skrivañ deoc'he kinnigomp deoc'h ur veajen amzer-paset, ouzhpenn ur c'hantved 'zo. Jo Morvan a lennay ar wech 'mañ ar lizher skrivet d'an 3 a viz eost 1917. Selaouit da 27' Nag ur blijadur eo klevout rouzmouz ar c'hizier! Ha evito e dalv ur bochad traoù, sikour a reont ac'hanomp ivez en ur gober an dra-sen. Selaouit 2 vunutenn evit komprenn, kronikenn Morgane Bramoullé ag Radio Kerne tro-dro da 1e02 en enrolladenn. Linux hag Open Street map a c'hell bout interesus mat ma implijit un urzhiataer. Herve Kere da 37' doc'h mikro Tomaz Laken. Ur staj e vo an dibenn-sizhun 'mañ e Pariz. Ur staj brezhoneg bro gwened, ar pezh a zo digustumm a-walac'h. Selaouit Jaime Da Silva, aozer ar staj da 8' Petra eo rekipe ar chokolad a veze implijet gwerso? Selaoit doc'h Hop hop hop kronikenn Gwenole Ollivier, kaset get Ifig Kalvez ag Arvorig FM da 19' An Oaled, setu ar ger a vo dielfennet hiriv get Herri an Aod, er rubrikenn Gerioù ar Vuhez, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB. Selaouit da 13' Tonioù: - Chung Yufeng, Woman to woman - Saodaj, Mimoz
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA