BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Abadennoù a vez aozet get ar fiselerezh e Rostrenn, Tomaz Laken n'oa aterset Dewi Siberil ha Jeannot Flageul da lakaat àr-wèl an darvoudoù da welaat implij ar brezhoneg er vro. Selaouit mar karit da 38' en enrolladenn a-us. Da vare ar brezel bras e veze implijet gallochoù da gerzhout, met botoù-koad a veze implijet get razh aneze ivez. Ar produksion botoù-koad n'oa kresket kalz d'ar mare-se. Muioc'h a zisplegadennoù get Daniel Carre er rubrikenn Ar ben ma glin e skrivan deoc'h, ar wech 'mañ ez eus bet lennet get Jo Morvan ur lizher bet skrivet get Loeiz Herrieu d'e wreg d'an 3/08/1917. Selaouit da 28' Penaos 'vez graet ur grog lipous hag efedus? Setu ar rekipe roet get Gwenole Ollivier, selaouit da 23' ar gronikenn Hop Hop Hop kinniget get Arvorig FM. "Meur" a zra 'zo da lâret, hervezh Herri an Aod, Gerioù ar Vuhez da 12' en abadenn, ur gronikenn savet get Tomaz Laken. Pa varvay an heol, pell ag bremañ, e tay da vout bras meurbet ha kraziñ a ray pep tra. Petra 'c'hoarvezay evit gwir? 2 vunutenn da gomprenn get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne a zo da selaou da 1e05! Noziad ar glaz a vo benn disadorn e Karaez, setu un nebeut titouroù àr an noziad aozet get Bagad Karaez get Luc Pouteau, selaouit da 6' vunutenn, e penn kentañ an abadenn. Tonioù: - Tiny Feet, At the end - Quintet clarinettes, C'est la gavotte - Grammatik, Sitar Chop - Wipidoup, L'élégante - The Cannonball Band Saxophone, cover ft. Eric Darius, Uptown Funk
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA