BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Setu dibenn an heuliad get Josselin Liotard, o tisplegañ penaos eo tremenet ha get peseurt pal, hervezañ, oe bet krouet broioù ar liger hag ar liger atlantel. Ur choaz politikel adal ar penn ketañ, ha choazh da vihanaat ar muiañ posubl perzh breizhek bro Naoned. Selaouit mar karit da 40' en enrolladenn a-us. Etre ar sach hag ar bount a zo kinniget bep sizhun get Tomas Laken, ag RBG. Keloù fall evit ar gwenanerion, muioc'h da c'houzout get prezidant kevredigezh gwenanerien Breizh Jose Nadan, doc'h mikro Tugdual Karluer. Selaouit an atersadenn da 1e10 Devezh bedel ar re vouzar a vo benn warc'hoazh. E Kemper e vo, evit ar pezh a sell ag Breizh. Selaouit an atersadenn da 21' Petra 'dalvez "kaozeal gleb" ? Hag-eñ e vehe nemet tud bro Gwened o komz mod-se? N'eo ket sur... Selaouit Peseurt Mod e vez Larêt da 11' Tonioù Trips: tripañ a c'hellit gober en ur selaou doc'h likorned, JP Pernaud ha tonioù un tamm drol. Selaouit tro dro da 7' Tonioù: - A.WA, Raitesh Al Warda - Bonobo, Something for Windy - Laboratorium Pie[ni, U Lisi - Fatoumata Diawara, Nterini - Erykah Badu, On & on
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA