BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Kroget eo prantad ar Soufflet, get ar Petit Soufflet, gouel off ar Grand Soufflet a vez dalc'het bep bloaz e Roazhon. Tem ar bloaz 'mañ a zo ar Gelted, ha da seniñ er festival eo ret e vehe akordeoñ pe armonika er strollad. Muioc'h da c'houzout a-zivoud ar festival get Riwal Mezière, selaouit an abadenn tro dro da 23' evit gouzout hirroc'h. Ar brezhoneg a zo o tont àr e giz, setu un niverenn all kaset get Tomaz Laken, lec'h ma vez klevet Ronan Tremel ar wech 'mañ. Selaouit da 35' Ken pell eo an egor doc'homp? N'eo ket sur, eme Doc. Ar Hentoù an Antroposenn, ar gronikenn fizik a zo bet skignet da 41' Josselin Liotard, ganet e Naoned, n'oe skrivet ur pennad er levr Livre blanc de l'unité bretonne, muioc'h da c'houzout àr krouidigezh ar rannvro broioù ar liger, hag ar choazioù politikel da-heul tro 42' hag ur pennad all tro 1eur abadenn. Soazig, a-ven e teu ar anv-se? An displegadenn 'zo bet roet get Serj Bozeg 10' àr lec'h penn kentaén an abadenn! Tonioù: - Landat & Moisson, Lorberezh - Beat Bouet Trio, Dans les ombres - Sharon Shannon, what you make it ft. Marvel & Lady K - Coeff 4, Belle qui tiens ma vie - Natacha Atlas, Ana Hina
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA