BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

12 avr.

Er rann-mañ
e komzer :

Keloù fall evit ar gwenanerion, muico'h da c'houzout get prezidant kevredigezh gwenanerien Breizh Jose Nadan, doc'h mikro Tugdual Karluer "Pardon" setu ar ger displeget get Herri an Aod hiriv er gronikenn Gerioù ar Vuhez D'an 29 a viz Gourhelen/Gouere 1917 en doa Loeiz Herrieu skrivet ur lizher all d'he wreg Loeiza. Setu ma ginnigont Daniel Carre ha Jo Morvan ur soubidigezh en amzer paset, e-pad ar brezel braz. Ar benn ma glin e skrivan deoc'h a zo ur gronikenn a vez tu selaou bep meurzh en abadenn. Marsen e blij deoc'h ar c'hoktailoù, n'eo ket a-drugarez da se e ouiit pep tra a-ziàrne! Hop hop hop a zo ur gronikenn kinniget get Arvorig FM. Perak ta e teu da vout gwen ar blev? Ar reskont a vez roet deoc'h, e ouzhpenn 2 vunutenn evit komprenn get Morgane Bramoullé. Etre ar sach hag ar bount, setu un heuliad a ro ur sell un tamm donnoc'h àr an traoù, ar sizhun 'mañ e deskomp muioc'h a-zivout krouidigezh ar rannvro "broioù ar liger" get Josselin Liotard. Tonioù: - Telli Turnalar, Nubari Boye - Wax Tailor, Say Yes - Malted Milk, Human Wave
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA