BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Ar Big a Gan: setu arriù Kalañ-Gouiañv en-dro!!!

un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Setu ni asambl en-dro evit un abadenn nevez : ar Big a Gan, un abadenn sevenaet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek. Bep miz a peupre, e pad un hanter euriad, ho pez tro da glevet a bep seurt traoù : sonnennoù, barzhonegoù, lennadennoù , divinadelloù, istorioù, reportajoù, c'hoarioù. a bep seurt ! Evit c'hoari, mat e vehe deoc'h kaout un tamm paper brouilhet hag ur c'hreion. Hiriv hon eus ar blijadur da zegemer ur bochad skolidi skol-vamm : re skol Begnen, skolidi an daou glasad skol-vamm ag ar Ger Nevez en Oriant, bugale skol vamm Brec'h ha re skol Roc'han e Gwened. Trugarez dezhe evit o enrolladennoù. Trugarez ivez da skolidi CP/CE1 ha CM Baod, d'ar strollad CM e Brec'h, d'ar re CP e Roc'han Gwened ha da vugale Maoron. Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA